Aller au contenu
Accueil » Un tamm istor

Un tamm istor

Un tamm istor

Ur gêriadennig pevar mil annezad enni eo Gourin. E-lec’h m’en emgav ar Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed emañ. Anavezet mat eo dre ar bed a-bezh rak amañ ez eus e pep familh « un eontr eus Amerika » !

E fin an naontekvet kantved e oa bet an divroañ bras kentañ eus Breizh da Amerika. Hervez kont e vije bet broudet an dud d’en ober a-drugarez da Nikolaz ar Braz hag a oa kemener. Ul lodenn all a Vretoned a oa aet kuit diwezhatoc’h, dre intrudu an Iliz, war-zu ar «far-west» Kanadian, e deroù an ugentvet kantved.
Goude ar brezel bed kentañ e oa bet un eil lodenn vras a zivroidi. Kalz eus ar Vretoned hag a zo o chom bremañ er Stadoù-unanet zo genidik eus bro Gourin. Adalek 1928 e konted 3000 den eus Gourin, 400 anezho a oa bet gopret gant an embregerezh Michelin (bet krouet e 1901 e su New-York, e Miltown, hag a oa gwelloc’h ganti goprañ ar Vretoned da gentañ)

Er bloavezhioù 1950 e oa deuet tutaerien eus bro Ganada da Vreizh da gendrec’hiñ Bretoned all, dreist-holl re C’hourin ha Roudoualleg, da guitaat ar vro.
En holl e oa bet 747 breton o kuitaat Gourin (da lavaret eo 13,4% eus ar boblañs) etre 1946 ha 1955 nemetken, an darn vrasañ anezho evit mont d’ar Stadoù-Unanet.

Sez teir stal, en o zouez « Cunard Line» ha « La compagnie Générale Transatlantique» a oa lec’hiet e Gourin evit aozañ ar monedoneoù war-zu ar Stadoù-unanet ha war-zu Kanada.

 

Abalamour da betra lakaat delwenn ar frankiz e Gourin ?

Kêrbenn an divroañ eus Breizh da Amerika an hanternoz eo Gourin. Hiziv an deiz e vefe etre 6000 ha 7000 Breizhad eus Kreiz-Breizh o defe graet o annez er Stadoù-unanet.

An adskeudenn-mañ eus Delwenn ar frankiz, graet gant rouzin kemmesket a oa bet profet d’ar gevredigezh «Bretagne TransAmérica» e 1986 gant Air France evit trugarekaat an divroidi niverus o doa aozet o beaj gant burevioù AirFrance, staliet e Roudoualleg betek 1985.

 

Perak un delwenn nevez ?

 

An delwenn nevez, 2,90m anezhi, graet en arem kizellet ha merglennet diouzh an hengoun a vo un adskeudenn eus ar skouerenn savet gant ar c’hizeller Frédéric Auguste Bartholdi, lakaet war-wel e Liorzhoù al Luksembourg. Diazezet e vo war ur moull graet gant elastomer gant Bodadeg ar Mirdi Broadel (Réunion des Musées Nationaux : R.M.N)

Savet e vo an oberenn dindan goursell an R.M.N ivez.

https://www.kengo.bzh/projet/1978/statue-de-la-liberte-a-gourin

Perak un delwenn nevez ?